Catégories
Breton Culture – Langues de Bretagne – Tourisme

Adunaniñ Breizh : er jeu e rank Roazhon bezañ

Kemennadenn d’ar gazetennerien – D’an 11 a viz Here e kemerimp perzh d’an devezh eskemm diwan benn an demokratelezh rannvroel aozhet gant ar gevredigezh « A la Bretonne »

Lire l’article en français

« A-viskoazh eo bet an ekologourien hag an emrenerien evit adunaniñ Breizh. Strolladoù, kevredigezhioù, manifestadegoù, sinadegoù keodedel a zo stank evit he goulenn ! Daoust da-se e chom bouzar ar Stad ha dilennidi zo d’ar goulenn popl kozh-se. 

En Naoned emañ an traoù o kemm gant krouidigezh un dileuriadur da aferioù Breizh. Kuzul Rannvro Breizh zoken, a seblant mont war-raok, o vont dreist d’he hetoù boas evit an adunaniñ.

Roazhon, ne c’hell ket chom er-maez eus ar breud-se. 

Ar gevredigezh nevez krouet ‘ A la Bretonne ‘ a aozo d’an 11 a viz Here un devezh eskemm etre dilennidi diwar-benn demokratelezh rannvroel an dazont. Skoazellañ a reomp ar gentodenn-mañ, a gemerimp perzh enni, evel dilennidi ekologour pe emrenour all pemp departamant Breizh.

Ouzhpenn ar breudoù diwar-benn an ensavadurioù (adunanidigezh evel Dael Breizh) ez eo hollbouezus, loc’hañ gant kenoberioù war tachennoù ekonomikel ha sokial, soñjal e perzh ar geodediz ha kensevel follenn-stur an aergerzh politikel ha demokratel-se.

Muiañ-niver nevez kêr An Naoned a grouo un ensav emziviz padus etre dilennidi da blediñ gant an holl goulennoù-se asambles. Kerkent ha posupl e kemerimp perzh ennañ evel ekologourien, emrenerien Roazhon. »

Matthieu Theurier et Valérie Faucheux – Kenbrezidanted an dilennidi ekologour ha keodedour kêr Roazhon ha Meurgêr Roazhon. Ar strollad ekologour ha keodedour a vod dilennidi ezel EELV, UDB, Nouvelle Donne hag eus kevredigezh Confluences.

Lire l’article en français